àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Konk-Kerne / Plabenneg : un derbi CFA warc'hoazh da noz

Konk-Kerne / Plabenneg : un derbi CFA warc'hoazh da noz

Gant US Konk-Kerne 'zo bet graet ur sapre taol-kaer ar sizhun mañ da geñver Kib Bro-C'hall melldroad: gounezet gant paotred Kerne-Izel o flas e kard final Kib Bro-C'hall! 'Benn an dro gentañ 'vo degemeret ganto ar skipailh 'oa bet trec'h e tro diwezhañ ar c'hib warlene: War Raok Gwengamp! Memestra 'neunt ar c'hoarierien 'zo gourdonet gant Nicolas Kloareg da c'hoari matchoù kampionad c'hoazh! Warc'hoazh 'vefont degemeret gant Stad Plabenneg 'vit un derbi e CFA (pevare rummad)! Da 6e30 'vo dalc'het ar c'hrogad war dachenn ur c'hlub 'vez kustum ober taolioù-kaer e Kib Frañs ivez. Plijet Herve Foll, unan eus renerien Stad Plabenneg, degemer e amezeien. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio