àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tud zo é sevel enep da raktresoù Variscan mines.

Tud zo é sevel enep da raktresoù Variscan mines.

E teir zachenn e Breizh zo ur raktres da doullañ an douar da glask kailh a-bep seurt. Gant an embregerezh Variscan mines eo dalc'het ar raktres, war-dro da Silieg er Morbihan, Merleag e kreisteiz Aodoù An Arvor, ha Lokenvel e bro Dreger, 'kostez Benac'h. Kazi 90 000 devezh-arat zo da vezañ paket. Ouzhpenn e Breizh zo raktresoù a-seurt se e Frañs: er C'hreuse, Sarthe ha Loiret. Evit c'hoazh zo kistion da glask danvez met ma vez kavet eo damsur 'vo tennet. Krog eo an dud diwar-dro da sevel 'enep, mui pe vui hervez an tachennoù. War-dro da Lokenvel zo savet ur strollad tud, anvet "Douar Didoull". Ha meur a abadenn zo savet evit kelaouiñ an dud, evel 'vo 'benn Disul e Koad an Noz, e Benac'h. Muioc'h a displegadennoù gant Laurent Gall, perzh er stroll aozañ, hag a ginnigo un abadenn. Gant Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio