Salon Infosup Morbihan zo ba Pondi betag àrc'hoazh.
Dec'h oa kroget get an darvoud a-bouez-mañ evit ar liseidi. Arru eo an termen evite d'en em sonjal a-zivout o dazont ha da glask titouroù diàr-benn ar studioù o deus c'hoant da heuliañ goude ar vachelouriezh. 15 000 e vint en oll e-korv an tri devezh é tremen dre an 350 stand zo da welet. Keleier oa da gavout iwez fed ag ar lojeris, ar sekourioù argant hag ar vuhez studier. Dec'h e oa bet Yuna, Maïwen, Manaly, liseadezed e klas ketañ L e lise Diwan Karaez. Klevet e vo iwez Alain Bienvenue, renour ar skol kleweled Esra e Roazhon. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.