àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 5:30

keleier 5:30

@@@Edouard Morvan a ziwhenn ar beizanted e Breizh hag er Brazil.@@@ « L'appétit vient en militant », setu titl ur film vo savet get André Le Moustarder edan berr. Ar pal eo lakaat àr ar skramm fesonioù da stourm evit an douar e Breizh hag e bro Brazil. Poltred ar stourmer-peizant Edouard Morvan vo graet amañ hag du-hont neuze, e Bro an dud hep dwaroù e bro ar Ceara Nordeste er Brazil. 'benn digwener eh aint da droiñ ar lodenn ag ar film a-zivout peizanted an Nordeste, ha chom a raint eno e-pad teir sihuniad. An digarez da grenvaat c'hoarzh ar liammoù savet etre an div vro dre ar gevredigezh Soliarite Internationale de la Baie. Edouard Morvan a lâr deomp hiroc'h diàr-benn ar voyaj-mañ. Ar pennad kaoz @@@Piv a ra ar gwellañ kig-ha-farz?@@@ Dec'h 'oa aozet ar c'hentañ abadenn geginañ evit un heuliadenn sevenet evit an teleioù lec'hel 'ba Breizh : Tebeo, TV Roazhon, TY Tele ha TV Roazhon. 'Ba Treouergat 'oa savet an tamm kenstrivadeg etre tri den yaouank o dao da alejiñ meuz broadell Bro-Leon : ar c'hig ha farz. Selaouamp da getañ Mikel Baudu, krouer an abadenn, ha Gwendal neus kemeret perzh er c'honkours. Doh mikro Karolina Ruffle, ag Arvorig FM. amañ @@@Lañset eo fest Taol Kurun e Bro Gemperle.@@@ Etre an 9 hag ar 24 a viz Genver 'vo dalc'het, hag a-bep seurt 'vo da welet, da glevet ha da veviñ. Filmoù, c'hoariva, kontadennoù, abadennoù muzik, deverañs evit ar vugale, stajoù brezhoneg, kan ha diskan, teatr, disentidigezh& Hag ur c'honkour Haiku e brezhoneg hag e galleg, àr dem ar laboused, da zigoriñ an traoù ar bloaz-mañ. Bernez Tangi 'oa perzh er stroll-varn, selaouit un nebeut pozioù Haiku dibunet getoñ da gomañs. Bernez Tangi get Laetitia Fitamant e Radio Kerne

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio