àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Re izel eo priz ar chalotez !

Re izel eo priz ar chalotez !

Warc'hoazh yaio Pierre Bihan-Poudeg da Vrussels. Prezidant kozh ar SICA, 'zo produer chalotez 'ba Plouneour-Trez, 'yaio da difenn interestoù tud 'zo gant memes micher hag eñ 'ba Breizh dirak Komission Europat. Fell 'ra dezhañ lakaat war wel 'zo kevezerezh "disleal" etre daou seurt chalotez abaoe tri bloaz bremañ: chalotez "mod hengounel" graet gant produerien ar vro ha "chalotez semis" graet 'ba lec'h. Evit Pierre Bihan-Poudeg e kemer ar chalotez mañ re a blas war ar marc'had ha dreistholl e laka priz da werzhañ al legumaj da digreskiñ spontus. Gwerzhet eo ar c'hiloiad chalotez graet 'ba hanter Bro-Leon 7 euro 'pa 'vez sañset da 40 euro d'ar mare mañ. Ar sizhun dremenet 'oa manifestet gant kalzig a beizanted 'ba Montroulez 'vit difenn o filierenn ha prizioù o marc'hadourezh. Gant ar vretoned 'zo pell muioc'h a labour 'vit gounit ar chalotez ha labour dorn se 'zo kaoz eo keroc'h. Selaouomp Pierre Bihan-Poudeg ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio