Div dresadenn-vev nevez e brezhoneg.
Roet 'zo bet lañs d'an 13vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg. Betek miz Even e chello skolidi an hentennoù brezhoneg dizoloiñ daou film nevez; « Beaj vat Dimitri ! » hag « Ernest ha Celestine ». Evit Daoulagad Breizh hag a vez o kenurzhiañ an droiad bep bloaz eo un digarez evit ar vugale da vont bar salioù du, da vont pelloch gant ar brezhoneg, met ivez da gejañ ouzh bugale all. Teuliadoù-labour a vez savet ivez 'benn hentañ ar gelennerien da ledanaat ar gaoz.
En abardaez-mañ e oa skolidi Lokorn ha Douarnenez o tizoloiñ ar film Ernest ha Celestine. Hiroch war an droiad gant David Huilizen deus Dizale ha Mona Caroff deus Daoulagad Breizh. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.