Staj Kan ha diskan ha Beat Box e Sant-Servez
Disadorn 'oa ur staj kan ha diskan ha human beat box e Sant Servez, e kreiz Breizh. Ur staj ispisial un tamm, kinniget gant Krismenn hag Alem, paotr deus Lyon, evit ar re o devoa rakprenet o fladenn da dont, kement ha reiñ tu dezhe da embann anezhi. Gant Alem 'oa ar stal beat box ha gant Krismenn ar stal Kan ha Diskan, reizh an dra. Selaouomp displegadennoù Krismenn. Gant Tudual Karluer.