àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ospital Douarnenez : 1500 a dud e straedoù Kemper.

Ospital Douarnenez : 1500 a dud e straedoù Kemper.

Tost da 1500 a dud a zo bet o vanifestiñ disadorn e Kemper. Deuet deus Douarnenez, deus ar C'hab pe c'hoazh deus ledenez Kraoñ, holl e oant bodet evit ma talc'hfe ospital Douarnenez. Dibabet en eus Ajañs Rannvroel ar Yerc'hed serriñ ar rann surjianerezh eno, war zigarez na vefe ket anestezisted a-walc'h er vro. Komite difenn an ospital deus e du a fell dezhañ ma vefe implijet un anestezist e Douarnenez ha ket er straollad ospitalioù renet gant Kemper. E-pad ar vanifestadeg disadorn eo bet degemer ur bodad gant rener kabined ar prefed 'benn kavout diskoulmoù da vont 'enep da ziviz an ARS. Katell Uguen a 'oa e Kemper disadorn. Selaomp he reportaj.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio