àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

EXODUS

EXODUS

SIN-150116-EXODUS (Gods and Kings).docx EXODUS (Gods and Kings) Ur film sevenet gant : Ridley Scott (2014). Gant : Christian Bale, Joel Edgerton, John Turturro (2e31). Gwazh a-se : goude boud gwelet ar film-mañ e-pad ar gouelioù em boa lâret nawazh ne gomzehen ket anezhañ. Ha me staget bremañ e foñs ma gwele n'hellan ket moned da weled heni ebed arall e-raog an deiz dleet ! Graet e vez gant ar ger peplom evid komz ag ur film é tiskoueziñ avañturioù an Henamzer, ejiptad, gresian pe roman, a-sort gant An Deg Gourc'hemenn sevenet gant Cecil B. DeMille (1955) pe Ben-Hur gant William Wyler (1959). Pa oan krennard e vourren é voned da weled sort filmoù ha ne lârin ket e vehen diseblant en o c'heñver hiziw c'hoazh. Ouzhpenn-se, savet gant Ridley Scott, sevener Gladiator, e c'helle tem an Exodus-mañ boud adnevesaet. Hag ema bet ? Ne ouian ket re. Evid taolenniñ an istoer, setu e berrgomzoù an afer evid ar re o dehe ankouaet pe evid ar re na ouiont netra diwar-benn an avañturioù-se tennet ag ar Bibl. E oa Moizez ur bebig bet kavet en ur gavell broenn hag a yae gant red ar stêr Nil : serret e oa bet gant merc'h ar Faraon ha desavet er palez evel ur priñs. Mez pa oa daet da voud braz e teskas Moizez e oa un Hebread. Sañset eo boud klevet mouezh Doue war ar menez Sinai é c'houlenn gantañ dieubiñ e bobl dalc'het dindan sklavaj gant Ejiptiz. Ha setu aze ar film, é tiskoueziñ stourm Moizez evid kas pobl Izrael er-maez ag an Ejipt, beteg o bro orin a gKanaan. Diaez eo gouied ha gwir eo an afer-se, a vez kontet er Bibl heb ma vez kavet, beteg bremañ ataw, roud ebed en testennoù ejiptian. Kredabl e oa degouezhet troioù ar 15ved kantved e-raog JK, mez ne ouier ket sur piw e oa ar Faraon e penn an traoù da vare an "egzod"-se, an Ermaeziadeg. Evel-just e weler skenennoù biblel, braz, taolennoù meur hag a jaoj gant an avañturioù a-sort gant ar re-se : brezelioù, tàer evel-just, an Deg Gwalenn (an Deg Droug pe an Deg Kleñved, mar karit) kaset gant Doue war an Ejipt evid lakaad ar Faraon da blegañ, treizh ar Mor Ruz gant ar 400 000 a dud é heuliañ Moizez ha beuzadur soudarded ar Faraon. Ma, ha neuze ? Petra a zegas ar film-mañ dimp ? Un dra heverk : berzet eo bet skignañ Exodus e broioù muzulman zo : en Ejipt, er Marok, en Emiradoù. Ha perag ? Rag ma en deus diskouezet Ridley Scott Doue é komz da vMoizez dindan furm ur c'hrouadur. Rag n'heller ket diskoueziñ Doue e neb feson ba'n Izlam. Ha setu-ni en-dro a-blom er c'hudennnoù a hej hag a zihej an denelezh hiziw an deiz ha nevez so c'hoazh e Pariz zokén. Petra a ziskouez ar film ? Dieubidigezh ur bobl dalc'het dindan sklaverezh gant ur galloud kreñv. Un dra vad hag a glot gant droedoù mab-den a-vremañ. Diazez istor ar relijion yudew eo. Mez gelliñ a raomp en em c'houlenn ar pezh a zo daet ar frankiz-se da voud 3000 vloaz goude, pa weler ar pezh a dremen bemdez er Palestin. Diazezet e oa ar yudeviezh war ar Lezenn, Lezenn Moizez. Pa oa daet ar Gristeniezh e oa sañset an dud tremen "ag ar lezenn d'ar feiz". Dre lakaad ar garantez evel e gentañ urzh e lakae ar C'hrist peb unan libr da sevel e feiz, heb boud oblijet da blegañ dindan lezenn arall ebed. C'hwec'h kant vloaz goude-se, setu ur relijion arall hag a zegas ar lezenn en-dro da gentañ oll. Penaoz kompren an emdroâdur-se ? Ha ne vehe ket aze gwrizienn ar problem ? Hon diaezamant d'en em zijabliñ ag ar pezh en deus sammet warnimp ar gevredigezh, ar skol, ar Stad, ar skiant zokén meur a wezh, gant o c'hredennoù, o serteniezhioù, o dogmoù, o ritualoù a beb sort ? A-benn ar fin hon diaezamant da voud libr, gant na Doue na mestr douzh hon derc'hel dindan o gwask. N'eus netra skandaluz er propozoù-se, ar c'hontrel béw eo, pa soñjer mat. Ema ar speredelezh un droed absolut ive, hag a zo en tu arall ag ar relijionoù, hag a verk hon lec'h er bed, er Vuhez, diouzh ma soñjomp. An oll speredelezhioù, enkontet an heni vuzulman, dre ar soufizm da skwer, a ya beteg lakaad ar feiz en tu arall ag ar lezenn hag ar relijion. Istor Moizez hag ar Faraon a verk un troc'h, un emdroâdur etre bed Ejiptiz, liezdoueeg, ha heni ar Yudevion, a grede en un Doue unik, un Doue nemetañ. N'eo ket aez komz a Zoue hiziw, taolet hon eus en doullenn ar pezh a oa daet dimp da voud kozh sorc'hiennoù. Aesoc'h komz ag Allah, zokén e Breizh (sd. Allah's kanañ !). Laoskomp Doue a-gostez enta, rag ur ger "minet" eo, peb unan é livañ e heni evel ma kar, evel ma kred. Rag edan skum an traoù, edan an ewon hag ar spoum a zo evel moged, ema meurvor ar Vuhez, hag a eston ar skiantourion, hag a zigor brasoc'h-braz dor ar C'houiañs dimp hag an atersoù a ya da-heul. Ar Vuhez kroueüz ataw, aozet diwar an niver aour, reolennet gant heuliad niveroù Fibonacci, diazezet war frammoù pemp soludenn Platon : pewarzaleg, kub, eizhtaleg, daouzegtaleg, ugenttaleg. Ar Vuhez hag a dalm er stered, en disterrañ atom hag en hon kalonoù ive ; hag a ra goap ag hon kredennoù liessort, mez ar Vuhez a zo ennimp ha diragzimp : brasoc'h egedimp-ni, truezuz re liez, mez an heol ganimp en hon daoulagad. Jean-Claude Le Ruyet.20150116c.D104.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio