Trouz spontus gant ar c'hirri-nij Rafale e Landivizio
Betek fin ar sizhun 'zo pleustradegoù gant ar c'hirri-nij Rafale 'ba oabl Landivizio ha Bro-Leon! Pleustradegoù da zibradañ ha pradañ giz 'ma vije war ur vag. Trouzus spontus eo ar pleustradegoù ha saotrus. Abaoe bloavezhioù e klask tud 'zo o chom 'kichen ar BON sevel a-enep ar pleustradegoù mañ. Dec'h 'oa Erwan Blanchard war al lec'h e Bodiliz.
Klevet 'peus Loeiz Elegoët, prezidant ar gevredigezh a' zo anvet "Amezeien ar BON", Jean-Pi Miossec hag Alan ar Verj daou annezad a Vodiliz.