Klemm ar vedisined : reuz gant ar gartenn vitale
Goude meur a devezh a harzh-labour e-kerzh ar vakañsoù hañv 'neunt divizet ar vedisined paouez gant implijout ar gartenn vitale. Kas an titouroù war eeun d'ar Surentez Sokial 'vez graet ganto abaoe fin ar bloavez-hioù 90. Savet eo ar vezeien a-nep da raklezenn Marisol Touraine war ar yec'hed. N'emaint ket a-du gant ar fed 'vije an Tiers-Payant gant an holl dreistholl. Gilbert Kerouanton 'zo medisin 'ba Landerne. 'Noa ket harzhet gant e labour en devezhioù diwezhañ. Met, divizet 'neus implijout nebeutoc'h ar gartenn vitale. Displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.