àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur c'habared er C'houartz en-dro da (V)Brecht

Ur c'habared er C'houartz en-dro da (V)Brecht

Un nebeud mizioù goude bezañ kinniget ar pezh Maitre Puntila et son Valet Matti en eus al leurenner Guy Pierre Couleau sevenet ur c'habaret en-dro da ganaouennoù Bertolt Brecht. 'benn kas an abadenn sonerezh-mañ eo daou arzour anavezet mat er vro 'ni vez gwelet war al leurenn ; Nolwenn Korbell ha Didier Dreo. Aergelc'h kabared Brecht o veskañ barzhoniezh, erotegezh ha politikerezh a vo diskouezet 'vit ar wech nemeti e Breizh warc'hoazh, digwener ha disadorn da noz e sal ar C'houartz e Brest. Deomp da c'houzout hiroc'h war an abadenn gant Nolwenn Korbell. Emgav neuze warc'hoazh, digwener ha disadorn deus taleg 7e30 noz e sal ar C'houartz e Brest.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio