àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Salioù sinema : cheu etre Ploneour Lanwern ha Pont 'n Abad

Salioù sinema : cheu etre Ploneour Lanwern ha Pont 'n Abad

E fin ar bloaz-mañ 'vo ur sinema multiplex 'ba Kemper, gant 10 sal 'barzh. Met raktresoù all 'zo war ar stern er vro. Dreist holl er vro vigoudenn e lec'h ez eus div gumunn 'zo o soñjal sevel ur sinema. Michel Canevet, maer Ploneour-Lanvern, 'zo bet an hini gentañ o lañsañ ar soñj, e miz Gouere tremenet. Opala ! Diouzhtu 'neus lâret maer Pont 'n Abad oa kentoc'h 'barzh kerbenn ar vro Vigoudenn e rankfe bezañ savet ar salioù evit ar seizvet arzh. Alies 'vez cheu, chikanoù pe brezelligoù mod-se etre an div gumunn... Evit Daniel Hascoët, 'zo eil-maer e Ploneour Lanwern, 'vefe kontant 'vel just, tud Ploneour da gaout ur sine tal kichen o zi. Eman deus mikro Anne Gouerou.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio