Timbuktu
SIN-141226-TIMBUKTU.docx
TIMBUKTU
Ur film sevenet gant : Abderrahmane Sissako (2014).
Gant : Ibrahim Ahmed, Toulou Kiki, Abel Jafri, Fatoumata Diawara.
En em c'houlenn a raen a besort film komz da vare Nedeleg, ha soñjet em boa menegiñ Asteriks pe an Hobbit. Mez anavet mat int gant toud an dud bremañ, pe tamm pe damm d'an nebeutañ, an eil hag egile. A-benn ar fin e kavan e talv ar boan komz a dTimbuktu, diwezhañ film Abderrahmane Sissako. Ag ar Mauritani ema Abderrahmane Sissako, mez bevet en doa er Mali ive. Sevenet en doa ur film brudet arall e 2006 : Bamako, ur film hag a gomze ag an Afrik, an Afrik gwallgaset, sunet gant ar broioù pinvidig, re ar C'hornôg d'ar liesañ, dre an ensavadurioù etrebroadel, en despet d'o c'homzoù flour. Fromuz ha dîn, e oa Bamako evel kri Afrika debret gant an droug, mez Afrika na bleg ket dirag he zonkad. Mel zo bet roet d'ar film-mañ ive, ha kalz. Un tammig re marse. Mez ur film braw eo memestra, diaez e vehe lâred ar c'hontrel.
N'eus netra nevez e-barzh evid pezh a sell douzh an traoù a gaver er jounalioù bemdez bremañ : pa arru an Djihadisted en ur vro e vezont kreñv n'eo ket kement-se gant o feiz dall mez gant o armoù kentoc'h. Neuze ne chom gant ar boblañs netra kén d'ober nemed talañ doute pe plegañ. Ha pa bleg an dud e vez kavet gante meur a wezh modoù da blegañ heb plegañ toutafed. Evel-se e welomp paotred é c'hoari football heb mell ebed, heb bolotenn ebed. Spered Ibrahim a labour stard evid kavoud an tu da chomel béw kousto pe gousto ha d'ober ar pezh en deus c'hoant d'ober. Setu aze ur skeudenn farsuz a c'hellehe lakaad da grediñ e c'hell an dud en em zizober aez a-walc'h ag ur stadiad politikel sod ha garw. Pas, n'eus ket netra farsuz. Marse e vez diskouezet an Djihadisted-se un tammig re sod er film. Daoust d'an urzhioù d'ar boblañs boud amoed e rank an dud plegañ memestra, ha ne c'hoari ket ar soudarded yaouank gant ar pezh a lâront diarsav d'an dud. Taolioù foet d'ar re na sentont ket, pa ne ya ket an traoù pelloc'h, rag ar charia n'eus netra da weled gant reolennoù diabarzh skolioù hon bugale hiziw an deiz er Frañs. Arabad chelaou douzh ar muzik, arabad kanal ha dañsal ha butunad. Arabad d'ar maouezi diskoueziñ o fasoù nag o zreid nag o daouarn. Penaoz gwerzhañ pesked gant manegoù ? Kit da c'hoari aze ! Lod a vo lazhet a daolioù mein, interet o c'horfoù er jibl beteg o goûgoù. Nawazh, ar re hag a zo daet da voud ar vistri bremañ a vutun dre guzh, a gomz a Zidane hag ag ar foot pa'n em gavont trankil, pell a-zoc'h ar pennoù-braz. Mez lod a c'hoanta maouezi hag a zimez gante dre heg, benniget o eured gant ar relijion a zifennont. Ha divegañ a raont par ma c'hellont hanw Allah. Nag e hanw Allah, nag a dorfedoù a vo graet ! Ar relijionoù, pa grogont er politik, pe pa grog ar politik e-barzh a ya d'an diktatouriezh terruplañ. Imam ar moske, den fur ha desket, hennezh a glask silañ un tammig sklaerijenn e pennoù aheurtet ar soudarded dizesk-se. An djihad gwirion, a lâr, zo an heni a gas an den en e ziabarzh, evid gwellaad ha tapoud muioc'h a gompren. Mez ne ya ket beteg kondaoniñ ar charia. Ataw n'eo ket ar re arall evid intent e gomzoù. En Europ ive e oa bet aloubet ar broioù gant ur sort spered sparlet, un amzer zo bet ha pell en doa padet ar stourm evid en em zizober anezhañ. Nag amañ bremañ ?
A-benn ar fin n'em eus ket desket netra na ouien ket dija a-zivoud ar pezh am eus lâret deoc'h uhelloc'h. Mez diskoueziñ a ra ar film ur vro en e vraventez naturel : ar stêr ledan ha sioul, an erinoù tre evel korfoù plac'hed en noazh, estonuz-braz zokén, an tier-douar klouar edan an heol kraz. Hag an dud, ar memez gwad enne evel e peb bro, ar memez karantez, ar memez fromoù, mad pe fall, ar memez c'hoantoù. Kevredigezhioù mod kozh un tammig, evidimp amañ sur a-walc'h, mez silet enne traezoù ag ar re vodernañ: pellgomzoù hezoug, da skwer, liammoù gant ar bed a-bezh. Ha moned a ra don levezon ar bed-se, peogwir e oa bet roet un hanw dic'hortoz-kàer da vuoc'h wellañ an tropell : GPS ! Na petra !
Pa oan é klask titouroù diwar-benn ar film-mañ hag an den en doa henn savet, em eus desket ne oa ket Abderrahmane Sissako sevener-filmoù hebkén. Kuzulier sevenadurel eo ive a-c'houde 2011 : heni prezidant ar Maoritani, Abdel Aziz. Ar Maoritani, ar vro-se ne vez ket komzet kalz anezhi a-fed djihadizm, mez war un dachenn arall e chom roudoù ag ar sklaverezh enni c'hoazh. Tud zo a stourm hiziw du-hont evid ma vehe torret ar sklaverezh da vad, rag béw eo c'hoazh, daoust da lezenn 2007 sañset henn berziñ. Mez toullbac'het e vez ar re a sav re uhel o fennoù eneb d'ar sklaverezh. Stourmoù zo da gas er bed c'hoazh evid ober lec'h d'ar frankiz, ha war peb tachenn. Marse e vo aze kentañ film Abderrahmane Sissako, hag en doa asantet kemer ar garg-kuzulier-se, "n'eo ket evid un den, mez evid ma bro", pezh en doa lâret ataw...
Jean-Claude Le Ruyet.20141226c.102C.SIN-141226-TIMBUKTU.docx

Jean-Claude Le Ruyet.20141226c.102C.