àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bretoned 'zo bet stanket gant an erc'h 'ba menezioù Alpoù!

Bretoned 'zo bet stanket gant an erc'h 'ba menezioù Alpoù!

Yen yen an amzer... Un amzer hag a glota mat gant prantad ar bloavezh, yenoc'h hag erc'h& met pas 'ba Breizh war ar menezioù Alpoù abaoe digwener noz dremenet. War dro 15 000 a dud 'oa stanket e-harzh ar menezioù hag ar stassionnoù disadorn ha disadorn noz. Ur bouchad tud 'neunt ranket kousket 'ba o otoioù pe c'hoazh 'ba salioù sport 'oa digoret dezho& Stanket an hent 'blam ma 'oa kouezhet erc'h 'benn fin ar gont& ha forzh pegement. War ar seblant 'oa ekipet fall an dud 'zo aet da skiiañ dreistholl ar re 'oa o vakañsiñ ar sizhun dremenet: 'oa ket chadennoù evit ar pneuioù. An disoc'h eo 'zo otoioù aet a-dreuz ha stanket 'neunt an hentoù evit mont betek Chambéry. Joann Beyou 'neus bevet he week-end war an hent mañ 'pa oa o vont sa stassion Les Ménuires. Goude chomet pemp eurvezh 'ban oto 'noa divizet mont maez eus an hent bras ha klask mont gant an hentoù all. Kontañ 'ra deomp peseurt mod 'oa tremenet he nozvezh kentañ 'ban Alpoù& Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio