Ur c'honkour haiku tro dro d'ar c'han.
Evit an 13vet kwech e vez aozet ur genstrivadeg Haiku gant ar festival Taol Kurun e Bro Kemperle. En dro-mañ e vo an tem en-dro d'ar c'han, pe 'vefe hini al laboused, an avel, ar raned pe c'hoazh ar c'han ha diskan, al luskellerezh& Digor d'an ijin !
E penn-kentañ miz Genver en em vodo ar juri hag ar prizioù a vo roet d'ar 17 e levrdi Penn da Benn e Kemperle.
Muioc'h a zisplegadennoù gant Fanny Chauffin, e aozadur ar festival Taol Kurun. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.