kamishibai, teatr get paper.
Anais Fleur zo ane'i un arzourez yaouank a orin deus Frañs met o chom e bro Bologn, hag a sav abadennoù kamishibai. Un doare teatr eo an dra-mañ, en-resis e talvez kamishibai kement ha teatr-paper e japaneg. Pemzektez zo 'oa Anais Fleur e Breizh e tiskwel un arvest nevez "kabellig roz". Ganti 'vo klevet a-dostoc'h petra eo ar c'hamishibai, deus mikro Tugdual Karluer, ha lakaet e brezhoneg gant Mai Envel Karluer.