Manuel Valls e Brest : argant evit ar vro.
Ur bloaz 'zo 'oa sinet Emglmev evit an Dazont etre rannvro Breizh ha Stad Bro-C'hall. 'Ba Brest 'oa Manuel Valls, ministr kentañ Republik Frañs, 'vit ober un tamm bilañs eus ar bloavezh tremenet ha sinañ ur gevrad nevez gant Breizh war un dro. Prometet 'neus Manuel Valls reiñ tri milliard a euroioù d'hon bro 'vit reiñ an tu da genderc'hel mont war raok. Politikourien a bepo seurt tu 'oa 'ba Brest hudu 'vit selaou ar ministr kentañ: da gentañ selaouomp Dominique Cap, maer Plougastell ha prezidant maered Penn-ar-Bed. Evitañ 'zo degaset un dra gant an Emglev. Ha warlerc'h 'vo klevet Gérard Lahelleg, bez prezidant ar rannvro e-karg eus an transportoù, a laro deomp 'pezh 'mañ o c'hortoz eus ar Stad 'benn ar bloavezhioù da zont.
Gerard Lahelleg, bez prezidant ar rannvro e-karg eus an transportoù. Kadarnaet 'neus Manuel Valls 'vo echu an hent houarn tizh bras etre Le Mans ha Roazhon. Ul lodenn vat eus an arc'hant 'zo da gaout gant ar gevrad sinet hudu 'yaio 'ba labourioù mañ: 525 million a euroioù.