Kresket 'vo an TVA war al levrioù!
Unan eus divizoù gouarnamant Bro-C'hall evit kavout arc'hant da gempouezhañ ar c'hontoù eo kreskiñ an TVA. Dibabet 'zo kreskiñ an TVA 'zo dastumet diwar briz al levrioù: eus 5,5% da 7%. Un taol fall eo evit al levrioù hervez ///Paolig Kombod/// 'zo prezidant an ti embann 'zo staliet 'ba Montroulez: ///Skol Vreizh///. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///