Manif get Breizh Unvan.
A-raok ar vot peurglok a vo kaset gant an deputeed 'benn dimerc'her eo en em vodet stourmerien Breizh Unvan disadorn vintin dirak dilennidi sosialist ar vro. Goulenn-groñs a reont ma vo lakaet gwask 'benn adunvaniñ departamant al Liger Atlantel ouzh rannvro Breizh, p'emañ kartenn Bro C'hall a 13 rannvro o vont da vezañ kadarnaet.
Dirak burevioù an depute Jean-Jacques Urvoas e oant un 50 bennak e Kemper. Selaouomp Anna Marhic, stourmerez Breizh Unvan. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.