Brokus eo bet ar Vretoned gant an Telethon
Tost ur million eizh kant mil a euro 'zo prometet d'an Telethon 'ba Breizh dre vras ar bloaz mañ. War dro 83 million 'ba Frañs. Brokusoc'h eo bet an dud evit ar bloavezhioù tremenet. Dastumet 'zo arc'hant 'vit sikour ar vedisined da gas o enklaskoù war ar c'hleñvedoù jenetek da vont war raok. Abadennoù a bep seurt 'oa savet 'vit gounit arc'hant. 'Ba Lambaol-Gwitalmeze 'oa aozet ur pezh mell gouel. Selaouomp Mikeal Konk, unan eus an aozerien. Gant Erwan Blanchard.