Mad da zebriñ eo istri stêr an Intel.
2 zevezh a-raok koan kalanna deus gellet ar pemp a istrerion tapet ar fallañ e stêr an Intel lakaat en gwerzh o froduadur. Diwezhat sur-walc'h da-geñver razh ar labour oa d'ober evit gober àr-dro an istri. Gres d'ar genskoazell zo bet etre an istrerion, n'eo ket bet ken fall ar blezad ur sort.
Maiel Yvon ra un taol sekour d'he breur zo e penn parkeier istri e Mendon. Yaëlle ar Mouel deus goulennet hiroc'h geti.