àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Dilennadegoù : 2 zevezh evit lakaat e anv àr ar listennadoù.@@@ 'Benn disadorn 'vo an deiz diwezhañ evit lakaat e anv war listennadoù an dilennadegoù. Goude 'vo re diwezhat evit ar re a fell dezhe mont da votiñ 'benn da vloaz evit dilennadegoù ar prezidant hag an deputeed. Bet eo Tudual Karluer da gomz get Jean Lou an Intañv, pennsekretour e ti-kêr Pederneg, e bro Dreger. An atersenn @@@Komite peskerezh ar Gelveneg : an emvod diwezhañ.@@@ Achu get ar c'homiteoù lec'hel e pep lec'h hag e pep karter-mor. 'benn dilun 'vo ur c'homite departamant en o lec'h ha staliet vo kani penn ar bed 'ba Kemper. Hiziv zo un devezh bras evit Robert Bougueon a oa a-c'houde tost dek vlez 'zo e penn komite peskerezh ar Gelveneg. Emañ doh mikro Anne Gouerou. Amañ @@@Ailes et îles, zo pladenn nevez Gilles Servat.@@@ An taol-mañ neus kavet ar c'hanour e awen dre an natur hag ar bed tro dro dezhoñ, get an inizi, an natur, ar stourmoù pe ar vuhez politikel. Reiñ a ra inour da Youenn Gwernig iwez er sonenn Kenavo Youenn Vraz. Selaouamp dothoñ doh mikro Andréa ar Gal. Ar pennad kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio