Sekouret e vo kêr Wengamp get ar Stad.
Dibabet eo bet kêr Wengamp e-mesk an hanter-kant a gêrioù bihan e Frañs da gaout un tamm harp digant ar Stad da addegas nerzh e kreiz ar bourkoù. Ar gêr vrasañ eo er rumm-mañ, ur bourk bihan gwelet deus tu Pariz. Mona Bras, kuzulierez kêr e Gwengamp 'devoa soñjet lakaat anv ar gumun war ar renk. Muioc'h a displegadennoù ganti, deus mikro Tugdual Karluer.