àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5 eur 30

Keleier 5 eur 30

@@@SCOT an Oded hag ar stankelloù@@@ N'eo ket dedennet an dud gant ar SCOT (Schéma de cohérence territoriale) a seblant pell deus outo un tamm. E bro an Oded 'oa bet un enklask publik betek ar sizhun tremenet. Ha d'ar mare-se 'neus merzhet tud ar vro ha lod deus ar maerioù e Bro C'hlazik oa raktreset sevel skankelloù war an Oded. Stankelloù evit gwareziñ tud Kemper deus distrujoù an dourioù-beuz a teu ingal. Selaouit 'ta Didier Roignant a zo maer Langolen. Evitañ netra 'zo divizet da vat gant ar Scot. Spi neus ne vo ket savet ar mell skantelloù 'zo bet kinniget betek-henn. Menozhioù all 'neus @@@ur luc'hvanner niverel er Sine Roch er Gemene@@@ Pemzeteiz 'zo / zo bet staliet ur luc'hvanner niverel er Sine Roch er Gemene. Ur cheñchamant a-bouez evit ma c'hello ar pratikoù kavout skeudennoù a-galite. Bep bloaz eh a 8.000 a dud d'ar Cine Roch dre vras. Claire Bihoès a zo plac'h a youl-vad er sinema. Lâret a ra deomp petra vo digaset gant an doare nevez-mañ da vanniñ ar filmoù. Un atersadenn get Yaelle ar Mouel. Selaouit anezhi

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio