Politikerezh boutin al labour-douar e Breizh, sikourioù evit piv ha d'ober petra?
Fenoz, e Sant Riwal, e kreiz ar Menezioù Are, 'vo skignet ur film ha savet ur c'hendiviz da-heul diwar-benn politikerezh boutin al labour-douar e Breizh, sikourioù evit piv ha d'ober petra? Ar soñj eo degas soñjoù da sevel doareoù all e Menezioù Are. Ar film eo "les petits gars de la campagne", gant Arnaud Brugier. Gant Les Amis de la Confédération Paysanne eo savet an nozvezh, e doug ar c'hampagn europat "envie de paysans". Politikerezh Boutin al Labour Douar a ro an hent d'an doareoù da labourat douar, 2014 eo ar bloavezh ma vo gwiriet an dibaboù gant ar Stadoù. E 2015 e teuio ar poent da lakaat an dibaboù e pleustr. Met eus peseurt doareoù emaomp 'ta o kaozeal ? e c'houlenn peizanted vihan.
Jakez Perroz zo saver deñved e Menezioù Are, ha pedet da reiñ e sell fenoz, Pelloc'h gantañ ouzh mikro Tudual Karluer