àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lec'hiennoù internet Kemper ha Gwened gant ar pik bzh

Lec'hiennoù internet Kemper ha Gwened gant ar pik bzh

Adalek ar mintin-mañ emañ lec'hiennoù tiez-kêr Kemper ha Gwened gant ar pik bzh. Ar c'herioù kentañ int neuze oc'h ober implij deus an astenn vreizhek. Pal Kemper ha Gwened eo lakaat war-wel sevenadur ar vro hag un digarez eo ivez 'vit ar c'hêrioù da reiñ muioc'h a bouez d'ar brezhoneg ; lec'hienn gwened.bzh a gaver e brezhoneg penn-da-benn. Selaouomp Christian Demeure-Vallee, o labourat evit an astenn .bzh dibaoe 10 vloaz bremañ. E Kemper e oa ar mintin-mañ 'benn reiñ lañs d'al lec'hiennoù. Kontet n'eus hiroc'h din. 'benn ar 4 a viz Kerzu e c'hello neb a gar prenañ e bik bzh 'vit e lec'hienn internet pe e voest-mail. Evit gouzout penaos ober e c'hellit mont war al lec'hienn pik.bzh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio