Lizher 141 : Kartennoù ag an 05, an 08, an 09.09.1916.
Lec'h : E Erquery (Oise).
///Amañ e kaveet 50L. a gasan deoc'h. A-raok monet kuit e kasin 50 arall deoc'h...
Me garahe, a pa vez gwall fall ma zad, e yahe da welet ar Garreg hag e heuliahe ar pezh a vez lâret dezhañ... Met predeg a ran c'hoazh...
Eh on bev ha yac'h... Setu rac'h ar pezh am eus oar da lâret deoc'h hiniv... Nag ur vuhez !
E gwirionez ne c'hellan ket skriv. Marse a pa erruo ar serjant-major a bermision... Doujiñ a ran e vo trist mam buhez bremañ get ar foll a zo doc'h hor c'homandiñ... Echumant ne vo ket ar blez-mañ c'hoazh... Ne c'hellan ket mem monet d'an oferenn. Ur vezh eo gwelet ar pezh a lakaer hon tud da ober amañ hag ar yoc'h paperioù a c'houlenner geneomp... Ne c'hellomp ket dijabliñ ag ar pezh hor gwask...///
Erquery : "grand repos" ; chañchamantoù er rejimant, tud da zougen àr ar roll, soudarded é vonet d'ar gêr hag é tistreiñ ; Maratray, Fil-de-Fer, da benn ar gompagnonezh ; ar velestradurezh a gerzh atav ; en e-unan er burev : ur samm labour hag a servij da Loeiz da leuniiñ e zevezhioù ; soursi an tad kozh-klañv ; Loeiz ne skriv ket d'e dud : Loeiza a lenn pennadoù dezhe ; yec'hed ar familh e-kreiz preder Loeiz : ret eo chom yac'h, en em soagniñ.