Ur burev-merañ nevez 'zo dilennet e Ti ar vro Kemper
En arvar e oa ar strollegezh kevredigezhioù Ti ar Vro e Kemper. Kudennoù merañ a zo bet hag ur post-labour a ranko bezañ lamet war ar 4 implijiad a zo. A-benn derc'hel da vodañ ar c'hevredigezhioù sevenadurel e bro Kemper eo bet adnevesaet burev-merañ Ti ar Vro. Bernez Rouz eo ar prezidant nevez. Hiroc'h gantañ ouzh mikro Katell Uguen.