Muioc'h a vrezhoneg e skol-veur kreistez Breizh.
setu pezh a c'houlenna tud ar c'holektif Ai'ta. Disadorn e oant bet e Gwened da ziyezhekaat lod pannelloù en ur feson brav. Pelloc'h evit-se e faot dezhe ma vo gwellaet stad ar yezh hag ar c'helenn er skol-veur pe vehe e Gwened, pe en Oriant, lec'h m'emañ en arvar an hentenn brezhoneg. ha peogwir emañ bremañ ar skolioù-meur e karg a stummadur ar gelennerion, petra vo graet evit ma vo kelennet ha diorret ar yezh. Brewal en doa desket brezhoneg e skol-veur an Oriant ha perzh e oa disadorn en oberenn. emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.