Kan ar vombard, ar bladenn savet get André ar Meut.
Brudet eo André ar Meut evit bout un talabarder a-feson. Meur a wezh neus kaset Bagad Lokoal-Mendon da vout kampion Breizh iwez pa oa penn-soner ar strollad. Berped neus klevet sonerezh er gêr get e dad hag e vreuder ha pell 'zo noa c'hoant soniñ a veg. Daet eo ba benn get ar bladenn-mañ neuze lec'h ma neus roet livioù klasel iwez da sonennoù ar vro. André ar Meut zo doh mikro Andréa ar Gal.
André ar Meut a zo àr ar renk evit prizioù ar brezhoneg er rummad brezhoneger ar blez.