Lizher 115 : Lizher skrivet d'an 16.04.1916 (sul al Lore).
Lec'h : E bourc'h Chuignes.
///Eh omp e ch. a-choude dec'h... A pa ziskennas un 20 potarn bennak àr ar vourchig-mañ. 2 zen a zo bet lazhet, un nebeut gwall aozet... E ti ar person eh omp. Bout e zo choazh un dousennad tud ag ar vro. Ar gêrig a zo och tor ur manez... Lech ma cheller bale hep bout gwelet...
Goulenn a rit genin ur skrivadenn da lakaat àr bez ho tad... Evit Jeneven Tangi eh eus un avenant d'obér... Ne vern evit Soulard: un ostiz fidel eo.. Eostig Kerineg a zo Ivon Crocq... Geneomp e vez lâret noezh e-lech noazh... Man gourchemennoù da Jann-Mari... ha Melani Kermabon... Sevel ur lech dar ye rer prad... Mat e hues graet preniñ ur charr& Mar kavit leraj mat... Er ler a vo ker-bras goude ar brezel.
Gourchemennoù da Auzat, Blevo hag Apard... Ar chapiten a zo klañv : merhat e yay kuit.///
Ar vourch potarnet : un degemer arvarus a-walch ; pas reiñ ankin de re er gêr ; sevel ur skrid e brezhoneg evit bez tad Loeiz ; ober àr-dro asurañsoù hag argant plaset evit tud zo ; Eostig Kerineg ; ur ger evit tud ar chornad ; prenet eo bet ar charr nevez.