àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Morbihan : votet eo bet an DSP evit an transport davet an inizi.

Morbihan : votet eo bet an DSP evit an transport davet an inizi.

Dec'h e oa bodet kuzulierion departamant ar Morbihan e Gwened. Gortozet e oa an emvod-mañ get tud an inizi ag ar Morbihan. Lakaet eo bet ar gaoz àr ar stourm kaset get an dud a zo tost o c'halon doc'h an inizi, tud a zo é chom àrne pe tud arall. 400 e oant é vanifestiñ dirak dorioù ar c'huzul-departamant dec'h c'hoazh mes n'int ket bet klevet get François Goulard, prezidant ar c'huzul-meur. Kinniget en deus ar prizioù nevez savet, ha lakaet en deus e geneiled da vouezhiñ. Tud an tu-krenv deus votet evit, nameit ar guzulierez ag enezenn Grwe a zo chomet hep votiñ hag tud an tu-kleiz o deus votet enep. Serj Moelo eo kuzulier kanton Klegereg. Hiroc'h e tisplega deomp doc'h mikro Faysal Harouat a RBG.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio