Lizher 85 : Lizher skrivet d'ar 27.01.1916.; kartenn skrivet d'an 28.01.1916.
Lec'h : E Frestoy, e-tal Songeons, Oise.
///Monet a ra gwell get ma bizied treid... Prenit ivez ur roulo mein hag ur baskull... E vo lod kaer hag e vo ret dezhe gwerzhiñ o zraoù moarvat... Chom a reomp amañ un 8 teiz bennak c'hoazh... Kaset em eus [...]butun evit ma zad... Boestadoù a c'heller debriñ en ur pred ha traoù ar mor ar muiañ... An amzer dre-mañ a zo dous bepred.... Goulennet em eus geneoc'h doere ag ar mekanig da skriv...
Je pars ce matin à Touleu-pri... Pas de nouvelles pendant trois ou quatre jours... Da gemer lec'h an 88 arall, en un tachad didrouz.///
Preniñ mekanikoù evit an dachenn ; Loeiz ne wel ket ar chañchamantoù zo bet er vro ; anvioù lec'h kuzhet dindan ur stumm brezhonek ; kas boued-mir ag ar gêr ; aferioù Dihunamb atav ; ur gartenn e galleg : emaint en hent davet al linennoù evit sevel an 288° de Marche ; diaes kerzhet : trouz get ar medisinour.