Lizher 58a : Lizher skrivet d'an 20.11.1915.
Lec'h : Courtémont.
///Eh on é tonet aabenn a echu ma skriturioù... A-raok mo,et da Gêrhun e kemrean ar bluenn... Souriñ a ra ar labour àrnin... Bemdez he eus tud é monet kuit klañv, pe re arall éch erru ag ar c'hlañvdii... He a 34 den ag ar c'hlas 1899 ha yaouankoc'h en active... En o- mesk emañ Louis ar Porzh... Monet a reont da gemer lec'h re koshoc'h evite.... Paseiñ 350 a gemerer er rejimant... Atav eh on-me ag ear c'hlas 1897 dre ma on añgajet... Graet em eus ma goulenn evit tremen an ekzamin...
Kaset em boa dec'h da di Bayon ur pakad...Roet e zo bet deomp jiletoù gloan... Ma zreid a vez gronnet genin en ur lañjer... C'hwi a gavo e-barzh ivez butum, ur c'haleson hag ur re botoù ler nevez-flamm...
- Tetad a lâr Guenel d'e vab rak Guenel a zo anv ur sant bras... Ker eo al leueeoù ....
- Ar fang a ra ar gwashañ deomp...
- Ne 'm eus diannez ebet d'an argant a gasan d'ar gêr... Bep miz e c'hellin kas deoc'h da nebeutañ 6 ugent lur...
- Mar brenit avaloù, klaskit er c'hornad...
An amanenn a zo mat : prenet em eus ur voest aluminiom... Kas amanenn, ur lur pep pemzekteiz.
Evit ar glaou, kerzhiet da di ar Brizh : Lafabrier a zo eno...
- Respontit d'ar re a c'houlenn pur jus cuit a-benn... A pa bouez 100g. en dañsimetr...
Ne 'n em ziaesait ket get an deiz ma pas ma soudarded e ti Bayon...
Me 'm eus-me ur lamprig 'vel kani AbAlor.... Mar groa plijadur deoc'h me gaso ma hani deoc'h...
Ar Revue hebdomadaire... Eh an àr ma flouz fresk etre ma lañjelioù da lenn...///
Paeiñ ar soudarded : ul labour hag ur garg fiziet buan e L. Herrieu ; Kêrhun : dodo, pajo, entre les toiles,... ; ar 88vet er vizer : red-kof, ospital, tud doc'h en em lazhiñ ; kempen ar rejimant ; monet er C'holoniale ne dalv ket bepred dañjer a vuhez ; goulenn monet da Officier d'Administration ; keñveriiñ Breizh doc'h ra vro lec'h m'emañ ; kas d'ar gêr an traoù er sturm traoù d'ar gêr : botoù ler ; soudarded é tastum danvez da gas d'ar gêr.