àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

STILL THE WATER (Futatsume No Mado)

STILL THE WATER (Futatsume No Mado)

Ur film sevenet gant : Naomi Kawase (2014). Gant : Nijiro Murakami, Jun Yoshinaga, Miyuki Matsuda (1e50). Gouied a ra Japoniz c'hoari gant ar simboloù, an arouezioù. Gant ar film-mañ hon eus ur skeudenn a gement-se c'hoazh. Ur film difonn eo, diwar-benn ar gozhoni, ar vuhez éc'h achap, ar marw hag ar vuhez é redeg en-dro. E enez Amami e tremen an traoù, pell er-maez e kreistez ar Japon. N'eo ket bet kontammet an dud gant birvilh ar c'hêrioù braz c'hoazh. Amañ e vez santet pouez an traoù, pe, kentoc'h c'hoazh, personelezh peb tra. Rag ema an natur amañ un dra véw, ur boud liesstumm hag a respont da atersoù an dud, hag a ra sin dezhe. N'omp ket pell ag ar chamanizm. Ha just a-walc'h, ur chamanez eo ar vamm hag a zo é vervel. Doned a ra ar ger chaman ag ar yezh toungouzeg, unan ag ar yezhoù komzet er Siberi. A zu-hont e vehe waet ar chamanizm da aloubiñ ar bed, gwerso braz, beteg ar Japon, ar Chin ha, dre strizhmor Behring, beteg sevenadur Indianed Amerika. Lod a lâr ema ar chamanizm unan a gentañ relijionoù ar bed. Evid lod arall n'eo ket relijiel tamm ebed, mez hañval kentoc'h, lakaomp, da sorserezh ar Grenn-Amzer e Europa... Relijiel pe ged, ar pezh a seblant boud sur eo e ra ar chamaned war-dro ar pezh a zo dreist-naturel. Da gentañ, er gevredigezh toungouz, e veze liammet ar chamanizm gant ar jiboesa. Boud e oa ar chaman an heni a rae ar liamm etre an dud ha speredoù an natur, speredoù al loened sur a-walc'h, mez ive speredoù ar gwez, spered an avel ha kement a zo. Nawazh n'eo ket hennañ ur film a-zivoud ar chamanizm. Sinifioud a ra titl japoneg ar film "An eil fenestr", mez mizer 'm eus evid kompren ar pezh a sinifi an titl saozneg. Gant meur a lec'had em eus goulennet troiñ an dro-lavar "still the water", ha gant peb unan em eus bet un dra dishañval : "L'eau toujours", "Encore de l'eau", "Tout de même l'eau" pe "Apaisez l'eau"... Douzh am eus komprenet e sinifi un dra bennag evel An dour sioul. Er prantad mah omp é vevañ, e tegas soñj dimp eh omp e-kreiz un natur gant he lezennoù, ha marse e vehe gwell kompren ar lezennoù-se ha c'hoari gante dre gàer. An den kozh, war an traezh, a denn fasibl douzh ar pesketaer en doa taolennet Hemingway en e romant An den kozh hag ar mor. Mez hennañ, daoust dezhañ kaoud skiant-prenet, ned a ket pell da glask e besked : war ar plaj e chom, aze e tremen ar c'hàerrañ ag e amzer. Ha doned a ra ar re yaouank da glask etaltañ ar pezh na ouiont ket. Un nebeud gerioù a vez eskemmet etreze, mez ar peb pouezusañ marse a dremen heb ger ebed. Furnezh zo en taw ive, dreist-oll dirag maezadoù glan ar vro-se, hag e-tal ar gwagennoù a zo evel anal-dianal an natur. Ha furnezh zo e selloù an den kozh c'hoazh pa baront war an dremmwel. An dour sioul, rag m'ema an dour, arabad henn ankouaad, ar metoù mah omp daet anezhañ. An dourenn pe al liñvenn amnioteg da gentañ, evid peb unan ahanimp, e korf e vamm. Mez ive orin hon spesad, pandeogwir e ta an oll voudoù hag a zo war an douar, an denion enkontet, deuz an dour, deuz ar mor a c'holoe hon planedenn pell braz so. War vol ar mor e vez rekas, gant an avel é kas hag é tegas ar gwagennoù. Mez en donderioù eo e kaver an dour sioul, an dour difich. Du-se, a-benn ar fin, e tenn an dousig he mignon d'he heul, goude ma'n doa komprenet hennañ ar pezh her stage d'e vamm. Klasket he deus Naomi Kawase, sevenerez ar film, hon lakaad marse da weled n'heller ket brasaad, er Japon na nebtu moarvad, heb selled a-dost, ha digor-kàer hon daoulagad, douzh ar marw, ar garantez, douzh berrded ar vuhez roet dimp. Klasket he deus hon lakaad da weled ive pegen pouezuz eo rol ar merc'hed en dizoloâdenn-se. Marse a-gaoz m'ema ar merc'hed, ar maouezi, tostoc'h eged ar baotred hag ar wazed douzh darvoudoù pennañ ar vuhez, abalamour d'o c'hizidigezh dishañval, abalamour d'o santoud dishañval. Marse ive evid degas soñj dimp eh eus un urzh braz hon eus ankouaet, un urzh hon eus gwallgaset hiziw an deiz. Mez un urzh a vez santet ha komprenet c'hoazh en inizi distro, pell er-maez, pell a-zoc'h turmud ar c'hêrioù braz lec'h ma ya muioc'h-mui a dud da vevañ, tud hag en em zistag tamm ha tamm a-zoc'h an natur, a-zoc'h o orin kumun. Du-hont, e Amami, e chom roudoù ag ar bed kozh. Mez n'int ket traoù dibaseet. N'int ket diamzeret muioc'h eged ar mod nevez da gaoud laezh gant saout bihan ar vro, pa vez an dud é klask modoù arall da lakaad an ekonomiezh da voned war-raog, heb distruj ar blanedenn. A-blom e barzhoniezh ar film omp aze, evid plijadur hon daoulagad ha levenez hon hunvreoù. Jean-Claude Le Ruyet.20141114d.96C. Notenn : Evid gweled "La jungle étroite" am boa komzet anezhañ amañ eizh deiz so, setu ar salioù-sinema hag an eurioù : Klegereg (21/11, da 21e), Langroez/La Vraie-Croix (22/11 da 16e), Reoz/Rieux (22/11 da 18e), Ar Roc'h-Bernez (23/11 da 14e30), Sulnieg (23/11 da 17e).
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio