àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 Noz

Keleier 5:30 Noz

@@@Ba Landi vo staliet an uzin gaz ?@@@ Nevez 'zo deus votet, a-unvouezh meit unan, kuzulierion kumuniezh kumunioù Bro-Landi evit degemer un uzin d'ober tredan get gaz, an uzin 'zo raktreset da geñver Pakt nerzh Breizh sinet get ar Rannvro ha Stad Bro-C'hall. Laret 'ra Jean Billon, maer An Dre Nevez ha kuzulier an tolpad kerioù, 'pezh 'neus lakaet an holl da gavout c'hoant degemer an uzin gaz-mañ. Get Erwan Blanchard. Ar pennad kaoz @@@Kig Kirvi àr an daol evit Nedeleg.@@@ Get ar gouelioù é tostaat 'vez lod tud é klask digas tra pe dra dibar àr an daol da goenioù Nedeleg pe Kalanna. E Plonevez ar Faou zo staliet un dachenn ispisial un tamm : ar loened a vez kavet eno ne vênt ket àr bep taol da Nedeleg, n'eo ket goeidi int met kirvi. neus krouet ar menaj-mañ. Emañ doh mikro Tugdual Karluer. Amañ @@@« Les jardins de Cilou », ur lec'h digor d'ar vugale.@@@ 'blez 'zo bremañ deus en em staliet Cécile Bardoulat àr un dachenn e Klegerek, ar soñj geti lakaat ar re yaouank da gompren ha da zeskiñ penaos gober àr-dro d'ar legumaj, d'ar frouezhaj, d'an douar en ur feson ekologel. Animationoù a-bep seurt vez kinniget iwez d'ar vugale dre ar skolioù. A-c'houde ur miz 'zo bremañ e tegemera meur a grouedur d'ar sadorn d'enderv. Mikael Auffret a vez é reiñ un taol sekour dezhi àr he zachenn bedagogel. An atersenn

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio