Hent ar Rhum : An tregeriad Antoine Michel a zalc'h da vont
Degouezhet eo ar re gentañ er redadeg war vor "hent ar Rhum", Loig Peyron o vezañ bet trec'h, hemañ bet arriet en nozvezh etre disul ha dilun. Met ur bern rederien zo war vor bepred, ken a zo! Meur a rumm bagoù zo, etre ar re fonnusañ hag ar re n'eont ket ken prim all. 'Mañ an Tregeriad Antoine Michel o kemer perzh er redadeg er rumm "klass 40", bagoù ur c'houc'h dê, daou-ugent troad 'ta, da lâret eo war-dro da daouzek metrad. 'Kostez inizi ar C'hanari emañ ar martolod yaouank, met ranket 'neus ober un arsav eno, abalamour da veur a diaester. Kempennet ar vag, graet un tamm bizitadenn e ti ar medesin, hag adlañset evit ar beure& Met kalm-chok, bañc'h avel ebet da gas anezhañ. Daou skoulm e kas evit bremañ tra ken. Padrig Andrev deus Pederneg a anavez mat anezhañ, bet eo o welet anezhañ e Sant Maloù 'raok n'afe war vor. Lâret 'ra deomp enaos e heuilh ar redadeg& Gant Tudual Karluer.