A-du emañ tud Landi da zegemer an uzin gaz!
Nevez 'zo 'neunt votet, a-unvouezh war-bouezh unan, kuzulierien kumuniezh kumunioù Bro-Landi emaint a-du gant degemer un uzin d'ober tredan, an uzin 'zo raktreset da geñver Pakt nerzh Breiozh sinet gant ar Rannvro ha Stad Bro-C'hall. Kavet eo al lec'h dija. Deuet 'zo un ijinour hag a labour 'vit unan eus an embregerezhioù 'zo war ar renk da sevel an uzin da displegañ peseurt mod 'vo an traoù. Lavarout 'ra ///Jean Billon,/// maer An Dre Nevez ha kuzulier kumuniezh, 'pezh 'neus lakaet an holl da gaout c'hoant degemer an uzin gaz. Gant ///Erwan Blanchard.///