Ur c'hwen eletronek evit ar loened.
Kaoz zo deus c'hwen eletronek, da vezañ lakaet war deñved ha girvi. Ar pal eo lakaat enne titouroù diwar-benn al loened, da vont e-lec'h ar bouklennoù skouarn a vez dezhe betek-hen. E Breizh hag e-lec'h all zo savet strolladoù da stourm 'enep da se, enne peizanted ha stourmerien all. Jakez Perroz zo perzh er stroll-mañ e Penn ar Bed, pelloc'h gantañ deus mikro Tugdual Karluer.