àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Brezel Bras

Ar Brezel Bras

Tem meur an abadenn ///Sevenadurioù///-mañ : ar Brezel 14-18. Roger Laouenan istorour ha skrivagner ispisialiset war ar Brezel Bras, Alain Breteau kelenner war an istor e Gourin, Daniel Carre hag Andrea Ar Gal bet produet ganto an heuliad abadennoù radio diwar-benn lizhiri Loeiz Herrieu ha Jean-Jacques ar Floc'h a ra war-dro al lid en enor d'ar re varv er Brezel e Santez-Anna Gwened a vo klevet hiziv. Philippe Lanoë a gonto deomp hiroc'h diwar-benn Rosalie e-barzh e gronikenn istor hag un tamm tro en diskouezadeg gouestlet da annezidi ar Mor-Bihan er Brezel Bras e raimp gant Mikael Le Bihannic e diellaoueg an departamant. ///Gouelit ma daoulagad, Nous irons pleurer sur vos ombres///, sed aze titl abadenn nevez Yann-Fañch Kemener diwar-benn istor ar soudard Julien Joa, eontr-bras dezhañ, bet graet ar brezel bras gantañ ha aet diwar-wel e fin ar bloavezh 1916 hep na vefe bet kaset keloù ebet d'e familh. E miz Meurzh tremenet eo bet adkavet roud anezhañ gant Yann-Fañch Kemener ha setu danvez fromus e abadenn nevez a vo tu gwelet en deizioù-mañ e Breizh evit enoriñ memor ar re varv er brezel. Klevet vo ivez Ronan ar C'hoadig, prezidant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité, evit ur c'hilsell war ar c'hendiviz meur bet aozet gant BCD ar miz tremenet war an tem : minorelezhioù ha bedeladur. Liammoù : Un dibab eus an abadennoù "Tud eus Vro" war tem ar Brezel bed kentañ skignet ar bloaz-mañ : Ar Brezel 14-18, gant Roger Laouenan, 15 01 2014 Ar Brezel 14-18, gant Roger Laouenan, 14 02 2014 Les Bretons sous les gaz, gant Roger Laouenan, 08 04 2014 Istor ar Brezel Bras dre an añvioù skrivet war ar monumentoù, gant Maurice Auboyer, 16 09 2014 Abadenn Gouelit ma daoulagad, gant Yann-Fañch Kemener, 09 09 2014 Heuliad abadennoù radio "Àr benn ma glin e skrivan deoc'h" : Lizherioù skrivet get Loeiz Herrieu àr dalbenn ar brezel bras (1914-1919)

Sevenadurioù (e brezhoneg)

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio