àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

La jungle étroite

La jungle étroite

SIN-141107-LA JUNGLE ÉTROITE.docx LA JUNGLE ÉTROITE Un teulfilm sevenet gant : Benjamin Hennot (2013). Klevet em eus lâred eh a ur 15% benneg a dud da weled ar pezh a vez kenniget dezhe, hag a denn douzh ar pezh a vez graet La Culture anezhañ. Pemzeg dre gant, ar pezh a sinifi e chom 85% ag an dud er-maez. Tud nad aont ket d'ar mirdïoù, nad aont ket d'ar sinema (ha pa yaont n'eo ket evid gweled filmoù estren istitlet), tud nad aont ket d'ar levraouegoù (ha pa yaont e vehe evid emprestiñ levroù aez da lenn, romantoù kentoc'h). Boud eh eus tud hag a véw e bedoù aez. Aez dezhe moned ag ur lec'h d'an arall dre ar bed : aez dezhe miroud ur lec'h evite en ur c'harr-nij bennag ; aez dezhe moned da vakañsiñ e broioù heolet-kàer ; aez dezhe treuziñ ar meurvor evid diskutal un euriad gant kensorted e New-York pe e Singapour, ha gante, en o attaché-case, distro d'ar gêr, ur c'hontrad bennag bet sinet a-feson. Boud eh eus tud hag a véw, n'eo ket war an douar, mez a-uz d'an douar (kit da weled pegen stank ar c'hirri war-nij, tro-dro d'an douar ha da beb termen, war ar lec'had )... Boud eh eus tud arall hag a véw war an douar, mez war un douar betonet ha goudronet hardizh. Tud hag a gav o buhezioù diaez, bihan, divlaz marse, tud hag en em goutant ag ar pezh a vez pasket dezhe gant an tele, gant ar bruderezh. Ema o flijadur pennañ moned da brenañ an traoù o deus klevet komz anezhe ha gwelet war o skrammoù bihan. Boud ema an dremmwel, evid an dud-se, ur linenn dispi kentoc'h. Mez boud eh eus tud arall, sanket evel ar re arall er memez kêrioù, hag a gemer an amzer nawazh da azez un herrad ha d'en em soñjal. Ha goude ar preder-se, setu-int é sevel hag é krogiñ a-nevez en o buhezioù. E foñs o speredoù o deus klevet un heklew, un heklew bennag ag ar pezh o doa soñjet ober pa oant bihan c'hoazh, pa oant krennarded c'hoazh. Hag int, brazarded bremañ, a zilez ar sonenn a oant kustum da gleved. Daet c'hoant dezhe en un taol a gompoziñ unan dezhe, daoust m'ema paset marse an oad kàerrañ evid kanal ha dañsal. Ne vern ket. Ur sonenn eo gant o gerioù dezhe o-hunan, ur sonenn a sav ag o c'halonoù hag a splann o eneioù. Hag ar ganaouenn-se, hag a oa, da gomañs, evite hebkén, a za da voud kanet kreñvoc'h-kreñv gante, ha tud arall he c'hlew hag o deus c'hoant ive d'he c'hanañ a-unton. Ha setu lañset un ton nevez war an douar. O, marse ne ray ket tro ar bed, na diouzhtu na jamez. Mez marse ive, tre evel ar riolennoù hag a red er pradaouier hag en em gav pelloc'h en ur ster vrasoc'h, marse e foeñvo an ton-se un deiz, beteg boud klevet gant un niver braz a dud, ha plijañ a ray dezhe. Kit da ouied... Ar sorbienn-mañ a c'helloc'h kleved, mard oc'h tanaw a skouarn, en ur selled douzh La Jungle Étroite, "ar janglenn strizh". Ema ar film-mañ da voud skignet bremañ e-pad Miz an Teulfilmoù. Istoer un den eo, bet labourer en un uzin produioù kimieg e vuhez pad, ha daet goude da voud, n'eo ket ur jardiner-sul, nann, mez ur jardinour, unan ampart. Hag ar mestr-jardinour-se e ta leun a dud da weled ar pezh a ra. Doned a raont da zeskiñ ar pezh en deus-eñv desket deiz war-lerc'h deiz, ha da roiñ dorn dezhañ ive. Daet eo da voud spered ur baradoezig war e damm douar, pa vez kêr hag he zrouzioù hag he zurmud é henial tro-dro. Ha n'eo ket ur jardin "à la française" en deus savet war e dachenn hir ha strizh, mez kentoc'h ur janglenn lec'h ma kenvéw plantaj a beb sort, legumaj, gwez-frouezh, louzoù helaezh, heb ankouaad ar loened hag a gav o flijadur du-sen ive. Trawalc'h evid magañ ha laouennaad ar c'horfoù hag an eneioù a za betegzañ hed-ha-hed ar bloaz. Kustum omp da rannañ an traoù ataw, evid peb tra a raomp : ar lestri gant ar lestri, ar paperioù gant ar paperioù, an nez gant an nez hag ar laou g'ar laou. Ha n'eo ket sod. Mez evid an natur ne ya ket an traoù ur sort. Dober he deus an natur ag ar liessorted vrasañ. Evel-se en em sant ar yac'hañ, evel-se e taol ar muiañ a frouezh. A-drugarez da dud evel an den a welomp er film-mañ e tay un deiz bennag an denion da gompren n'heller ket bevañ war ur blakenn simant hebkén, nag en ur sal sinema naket. A pa vehe teir fonksion d'ar sinema : deverrañ (lakaad hon amzer da dremen, Gone Girl da skwer, aozet mat, mez goude ?), roiñ da zizoloiñ (evel Le Promeneur d'oiseau, braw-braz) ha roiñ c'hoant d'ober, sur e vehe an teulfilm-mañ da voud lakaet en drived rummad. Er-maez ema ar gouloù-deiz. Mez talvoud a ray deoc'h moned da dremen un euriad bennag en ho sinema karetañ memestra, evid tapoud c'hoant da voned da blantañ gwez diouzhtu-kàer goude. Hag an den-se n'anavan ket mem e hañw. Mez an natur henn goui hag a gan meuleudi dezhañ. Jean-Claude Le Ruyet.20141107e.95C.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio