àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gelliñ a ray an desaverion istri gwerzhiñ o danvez pe n'hellint ket?

Gelliñ a ray an desaverion istri gwerzhiñ o danvez pe n'hellint ket?

Disadorn oa bet kroget tenniñ ar fuel a chome er lestr-karg TK Bremen neus graet peñse diriaou noz àr draezhenn Kerminihy en Ardewen. Digwener doa an desaverion istri staliet stankelloù dija evit parrat doh ar fuel a gousiiñ o froduadur. Koler zo gete c'hoazh é welet ur seurt darvoud. Maiel Yvon a vez é sekour get he breur Jean-Noel Yvon zo e penn parkeier istri e stêr an Intel, e Mendon. Ne oa ket Maiel er vro p'oa degouezhet ar gwall daol. Hiroc'h deus lâret daYaëlle ar Mouel, disadorn dre bellgomz. Hrevez disoc'hoù ar studiadenn deus embannet prefeti ar Morbihan emañ diwhennet gwerzhiñ o istr da bemp tachad istr diàr an 36 vez staliet àr stêr an Intel. Analyzoù ouzhpenn vo graet hiziv hag e vo gouiet an disoc'hoù 'benn dimerc'her. Bruno Le Maire a vo hiziv er vro evit komz get an desaverion istr. Embannet neus Jean-Yves an Drian e vo douget klemm get Rannvro Breizh evit gouiet penn d'ar peñse-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio