àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

'Benn fin ar miz 'vo roet lañs da gampagn Bank ar boued

'Benn fin ar miz 'vo roet lañs da gampagn Bank ar boued

30 vloaz eo Bank ar Boued. E 2013 'zo bet dastumet 1750 tonenn a voued e Penn ar Bed kement ha sikour kazi 8000 a dud en departamant. A-feur ma 'z eer gant an dienez e Frañs e weler muioc'h-mui a dud o c'houlenn sikour digant Bank ar Boued. Bec'h 'zo war ar 94 den a vez o labourat e Kemper hag e Brest, bras anezho o sikour a-youl vat, evit kinnig ar muiañ niver a broduioù liesseurt. E fin miz Du, evel bep bloaz, e tastumo tud a youl-vat pouvezhioù er stalioù bras 'benn bouetañ ar re ne c'hellont ken en-ober. Katell Uguen 'zo bet da wel' penaos ez ae Bank ar Boued Kemper en-dro. Charles Normant 'n eus displeget pelloc'h dezhi.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio