àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Leviathan

Leviathan

SIN-141031-LEVIATHAN.docx LEVIATHAN Ur film sevenet gant : Andreï Zviaguintsev (2014). Gant : Alexeï Serebriakov, Elena Liadova, Vladimir Vdovitchenkov, Roman Madianov (2e21). Komzet he doa Hélène Carrère d'Encausse ag ar Maleur Rus, (ar Gwalleur Rus), titl unan ag e levroù. Gant film nevez Andreï Zviaguintsev en em gav an arvester dirag ar gwalleur-se. Er film-mañ e c'hwéz an ene rus ag ar penn kentañ d'an achumant. Biskoazh n'on ket bet er vro-se, daoust din boud dedennet kreñv ganti nawazh, hag a werso. Me gred e ta an interest-se ag an amzer ma tastumen timproù. Rag kavoud a raen timproù an URSS braw-braz, dishañval a-zoc'h re ar broioù arall. Neuze eh on bet ataw kizidig douzh ar pezh a denn douzh ar Rusi, ha troioù-lavar a-sort gant "an ene rus", "ar Rusi Santel" ha m'oar-me a dro ataw em fenn. Klevet em boa lâred e oa a-gaoz d'ar "santelezh"-se just a-walc'h e oa daet ar Rusi da voud komunist : n'he doa graet nemed eskemm un dogmatizm gant un arall. A-bell neuze e tahe krizder ar blanedenn a sko war ar vroad-se. Mez petra eo ur vroad, a c'houlenne Ernest Renan e 1882 ? Un ene, en doa respontet. Er Frañs e soñje. Ne ziskouez ket Zviaguintsev e vro gant he zu kàerrañ. Ne welomp nemed izbaioù pe datchaioù kozh, batimantoù paour hanter rivinet plantet en un natur c'harw - e kreiznoz ar Rusi omp, war ribloù Mor Barents. Uzinioù pesked a ro labour d'an dud. Du-hont e véw tud ordinel, eveldimp-ni. Mekanikour eo tudenn bennañ ar film. Moian 'vehe d'an traoù boud mad a-walc'h. Mez ned int ket mad. Breinet eo ar vro gant dilennidi dizonest prest da ne vern petra evid gouarn o galloud. Hag evel kustum, e sort degouezhioù, eh a ar breinadur pelloc'h, beteg ar polis, beteg ar varnerion, beteg disterrañ pazoù ar galloud, ha beteg an iliz. Daoust d'an droedoù boud skrivet splann ha diskoueziñ boud reizh, ne gont a-benn ar fin nemed ar mod ma vint komprenet gant ar galloud-se. Setu amañ ster ar ger Leviatan : un euzhvil e oa ar Leviatan, hag a oa sañset bevañ e penn kentañ ar bed, pa ne oa stumm ebed d'an traoù c'hoazh, er rouestl-orin, an Anaoz. Er Bibl e vez komzet anezhañ e meur a lec'h, dreist-oll e Levr Job (3-8, 40-25, 41-1). Er Grenn-Amzer e veze komzet anezhañ evel diaoul an ifern hag a lonke an eneioù. Mez ster modern ar ger a oa bet roet dezhañ gant an Anglez Thomas Hobbes (1588-1679). Implijet en doa ar ger Leviatan evid komz ag ar Stad, ar Stad hag a zae da voud brasoc'h-braz hag oll-galloudeg en e amzer. Arabad ankouaad ive ar ger leviathan roet da henvorviled ramzel, kavet fosiloù anezhe ouzhpenn 17m hirder : c'hwezhered braz kozh-noe. C'hoant hon eus da lâred : paour-kaezh Rusia ! Ne ziskouez ket ar vro boud prest d'en em zizober ag he diaouled kozh. Ivan Ar Skrijuz, Stalin, ha bremañ ar pezh a vez graet anezhañ ar mafia rus pe ar mafia ruz. Penaoz e c'hell Yannig, pe, kentoc'h, penaoz e c'hell Ivanka ren e vuhez evel ma karehe p'en em gav dirag ur sort euzhvil ? An heni na bleg ket a vez torret. Mez daw eo d'an dud bevañ memestra. Ha kavoud gwad fresk. N'eo ket kér ar vodka ha gouied a ra peb unan sevel e werennad pe revr e voutailhad. Merk an digalonekaad eo, ar gwir sikour evid ankouaad, evid pellaad a-zoc'h tregasoù ar pemdez. Ar pezh a zo, du-hont evel amañ, n'eo ket kàer gant an alkol e ta furnezh pe speredegezh d'an dud. Tud arall, na skopont ket war ar vodka, mez hag a oui gwell marse e-menn ema ar limit, a oui ive penaoz reniñ war an eneoù. Ar boped, beleion an iliz ortodoks, hag he deus kavet ur statud bravig a-walc'h dindan Poutin. A-zivoud an iliz-se e vez kontet ar sorbienn-mañ e-kostez Moskou. Ur louarn he doa klevet blaz ur fourmaj bennag, ha goude klask e oa arruet dindan ar wezenn lec'h ma oa kludet ar vran, ur c'hamamber ganti en he figos. Hag ar louarn é klask ober evel e dadoù-kozh (lennet ho peus La Fontaine, kredabl). Mez bremañ e ouie ar vran-mañ ne faote ket digoriñ he figos pa zae ar louarn da roiñ mel dezhi; ha neuze e chome mud. En un taol nawazh e c'houlenn ar louarn : "Ha mouezhiet ho peus evid Poutin ?" Distabillaet ar vran gant an aters ken dic'hortoz-se ma respontas Ya ! Kentizh e kollas he fourmaj, evel-just ! Hag al louarn da skrignal. Daet skiant d'ar vran a-benn, mez re ziwezhad. "A-wael, a-wael, a lâras-hi, pa'm behe respontet pas, alkent !" Lâred a raer ema ar vran an iliz rus hag ar louarn Poutin... Ur film dispar eo. Ha komz a ra ag ar Rusi hebkén ? Ur vetaforenn eo kentoc'h war hon bed-ni, a ziskouez en em zispenn, kaset-digaset m'ema gant nerzhioù digontroll just a-walc'h. Kreñv-braz eo skeudennoù ar beredadoù bagoù é vreinañ e Mor Barentz. Kreñv-braz ive ar relegoù morviled skoet war ar lec'hid. Ha kaletoc'h c'hoazh skeudenn ar paotr yaouank kollet du-hont, e deraou e vuhez, dirag ar maezad gouez-se, digalonekauz ha ken braw war-un-dro. Penaoz krogiñ e-barzh gant ur sort tonkad war e ziwskoaz ? Jean-Claude Le Ruyet.20141031d.94C. Gerioù : Rouestl = embrouillement, enchevêtrement, embarras, chaos. Euzhvil = monstre. An Anaoz = le Chaos des Origines. Ar Grenn-Amzer = le Moyen-Age. Morvil = cétacé ; henvorvil = cétacé primitif. C'hwezher-braz = cachalot. Lec'hid = vase (lec'hideg = vasière). Maezad = paysage. Tonkad = sort, destin.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio