àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur pemvet pred evit ar buheziñ e brezhoneg

Ur pemvet pred evit ar buheziñ e brezhoneg

Da vare fin ar sizhunvezhioù kampoù vakañsoù 'n em gav ar vuhezourien asambles en-dro d'ur pred hep ar vugale a-benn eskemm war o labour. Setu penaos 'oa ganet ar 5vet pred, ur gevredigezh yaouank a vod ar vuhezourien brezhonegerien 'benn aozañ darvoudoù 'vito da vont pelloc'h gant o varregezhioù, o skiant prenet hag all. E dibenn-sizhun kentañ miz Du e vo aozet neuze ur 5vet pred, digor d'an holl, e prezbital kozh Landelo. C'hoarioù, stalioù ha kabaret a vo da gaout, kement ha lakaat ar vuhezourien brezhonegerien da eskemm asambles war o labour. Muioc'h a zisplegadennoù gant Awena Le Baron Courtet hag Héloïse Berthet, izili ar 5vet pred. Respont a reont da c'houlennoù Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio