àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Re a drouz gant ar c'hirri-nij e Landivizio

Re a drouz gant ar c'hirri-nij e Landivizio

Erru eo skuizh amezeien ar BON, base kirri-nij 'ba Landivizio, gant trouz 'vez graet gant ar Rafale. Div pe der gwech ar bloaz 'vez pleustradegoù gant ar c'hirri-nij mañ. Trouz forzh pegement ganto: betek 110 decibel. Kaer 'neunt dlispegañ o diaesterioù, an efedoù 'zo war o buhez da bolitikourien ar vro he memes d'ar vinistred n'eus graet mann ebet evit gwelaat an traoù. Se 'zo kaoz 'vo aozet ur vanifestadeg 'benn disadorn. Selaouomp da gentañ Annie Porhel-Kerneis, ezelez eus ar gevredigezh "Amezien ar BON" ha Jean Jezekel, maer 'ba Gwikourvest. Emaint ouzh mikro Erwan Blanchard. Lorc'hañ 'raio an dibunadeg da 10e beure eus Gwineventer evit mont betek ar Base.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio