àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sekour get Youn, 12 vlez, "autiste" anezhoñ.

00:00 / 00:00

Sekour get Youn, 12 vlez, "autiste" anezhoñ.

A-c'houde daou vlez hanter e ya Mado az Gars, a Lesneven, d'ober war dro ur paotr, 12 vlez anezhon, 'zo tapet get an autisme. Youn e anv. Ur wezh ar sizhun 'ya Mado neuze d'an Drenneg, pas ket pell doc'h Lesneven da dremen un euriad getañ, da sikour getoñ d'en em zigoriñ àr ar bed. Ur gevredigezh 'zo savet evit bodañ ar re ya da skoazell Youn hag e familh, anvet eo "Autisme, ur sell all" ("Autisme, un autre regard"). Afer zo tud evit kas un hentenn da lakaat ar bugel da vonet àr raok. Mankout 'ra un nebeut a dud a youl vat. Selaouomp doc'h Mado ar Gars é tisplegañ deomp peseurt mod e tremen an traoù. Get Erwan Blanchard. Ma faota deoc'h sikour get Youn hag ar pempzek den a youl vat 'zo 'er gevredigezh "Autisme, ur sell all", e c'hellit monet e tarempred get Mado ar Gars d'an niverenn-mañ: 06 15 46 52 27.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio