àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gemma Bovery

Gemma Bovery

SIN-141010-GEMMA BOVERY.docx GEMMA BOVERY Ur film sevenet gant : Anne Fontaine (2014). Gant : Fabrice Lucchini, Gemma Arterton, Isabelle Candelier, Jason Flemyng. Lod a skriv romantoù. Skrivagnerion. Ar pezh a empentont e sekred o emskiant a vez lakaet gante war ar paper. Ha tud a lenn ar skridoù-se ha gelliñ a raont, meur a wezh, kavoud plijadur douzh henn ober. "Se zo lizheradur !" ha mad pell zo, daoust d'ar lizheradur boud mad gwezhavez, kenteliuz zokén. Lod a ya ken pell er romantoù o-hunan, er vuhez taolennet gante, ma en em gollont enne, ma ne welont an traoù goude nemed dre aergelc'h ar romantoù-se ha dre an dudennoù o deus bet ar blijadur dispar da vevañ gante e-pad un nebeud euriadoù. Ha setu aze Lucchini. Piw enta, gwell egetañ, en dehe gellet boud Martin Joubert er film-mañ, savet gant Anne Fontaine diwar ur romant bet skrivet gant Posy Simmonds ? Honnañ zo brudet en he bro. Skrivet he deus meur a vandenn-dreset, Gemma Bovery unan anezhe, e-mesk ar pezh a vez graet romantoù grafik anezhe, da lâred eo romantoù treset. Ouzhpenn an tresadennoù e laka Posy Simmonds testennoù berr evid komz a santimantoù an dud, diaez da ziskoueziñ gant tresadennoù hebkén. A-c'houde ma anavan Fabrice Lucchini (dre ar sinema, a lâran), ne gavan ket e klask chañch. Ha plijadur am eus-me é weled ne chañch ket re. Dougañ a ra ennañ ur "serten ide" ag ar lizheradur, ag an testennoù braw, ag ar gerioù. E vagadur spered eo, e nektar pemdezieg marse zokén. Komzit din ag e sell : sourprenet liez, bamet, souezhet. Mez pas e sell hebkén. Komzit din ag e veg, e vod d'ober grimoù, e vod da verkañ e eston. Komzit din ag e vouezh : ar feson ma laosk ar gerioù da stivellad, ataw priziuz, ataw difonn, tre evel diamantoù diskouezet d'ur prener bennag. Drol eo, da gomañs, gweled Lucchini waet da vouloñjer en ur gêriadennig ag an Normandi. Daw eo ankouaad an dra-se, fardañ en istoer, ha leuskel da voned. Sinema eo. Da gentañ e weler an toaz. An toaz d'ober bara, an toaz da verad, dousig ha gant respet. Rag ema daet Martin Joubert da voud bouloñjer goude boud bet bourc'hiz-bobo e Pariz. Un distro da vuhez sioul ar maezoù enta. Mez ne chañch ket an dud evel-se. Hag ar Joubert-se ema chomet en e spered an hunvreoù a veve ennañ dija pa oa é chom e kêr. E berrgomzoù ema Joubert un hunvreer, un hunvreer touet, un hunvreer dre natur, dre anien. Ha maget e hunvreoù gant ar romantoù en deus lennet ; ouzhpenn lennet zokén : romantoù bet enkorfet gantañ, bet ensperedet. Neuze, pa za an Anglezed Gemma ha Charles Bovery da chom en ti kozh hag a oa e gwerzh just a-dreñv e heni, e soñj diouzhtu e romant Gustave Flaubert bet embannet e 1857 : Madame Bovary. Setu hon lenner-hunvreer é tridal a gorf hag a galon, fasibl evel ur wenanenn pa za moged ar gwenaner d'he zennañ ag he buhez ordinel. Ha ken bamet ha ken trejeboulet ema hon den gant an darvoud dreist-ordinel-se, ma ta dezhañ da grediñ ema e-kreiz ur wersion vodern a romant Flaubert. Hag evel un den sod-nay gant e lennadenn e ta Joubert da voud sod-nay gant buhez an dudennoù-romant a wel é vevañ etaltañ. Moned a ra d'o spiañ zokén, beteg lakaad e lod en o buhezioù. Ha perag ? Evid respetiñ ar romant, pe evid parraad douzh ar pezh a zegouezh er romant, evid ma n'achuo ket an istoer-mañ evel ar romant gwirion, da lâred eo gant emlazh Emma Bovary, he doa lonket sianur evid lakaad un termen d'he buhez divlaz. Meur a feson zo sur a-walc'h da weled ar film-mañ. Rag ema peb unan gant ar filmoù en deus gwelet dija, gant ar romantoù en deus bet tro da lenn e-raog (evel Martin Joubert, mez marse pas ken klañv memestra). Soñjet 'm eus-me a livadurioù ar re e vez graet anezhe "ar Rag-Rafaeled", "Les Préraphaélites", livourion a Vreizh-Veur o doa divizet, e 1848, heuliañ mod-ober livourion italian pe flamank hag o doa bevet e-raog livourion vrudet an Azginivelezh, ar Renaissance, tud o doa bevet e-raog Rafael enta, an heni brudetañ anezhe. Rag diskoueziñ a ra Gemma Arterton boud un tammig evel ar maouezi-se a oa bet lakaet da vodelloù gant ar Rag-Rafaeled. Ar re-se, skuizh gant an arz viktorian, re glasel evite, o doa c'hoant da uhellaad soñjoù an dud dre sevel ur arz moral. Setu perag e yaent da glask o awen er bibl, er Grenn-Amzer hag er Varc'hegiezh, er lizheradur hag er varzhoniezh. Evid pezh a sell douzh ar maouezi, e sellent douzh ar re-mañ evel aeled gouest da soviñ an eneoù kollet pe, er c'hontrel, evel braventezioù dañjeruz. Hag amañ, ema Gemma Arterton, alias Gemma Bovery, pe unan pe an all. Evid Joubert, me'm eus aon, ema an diw war-un-dro : plac'h vraw, ha plac'h dañjeruz. Da gentañ e oa an toaz, a lâren, ha da fin e vo ar bara. Kit da weled ar film da gompren ar perag. Jean-Claude Le Ruyet.20141010d.91C.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio