àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ospital Pondi : 70 post-labour en arvar

Ospital Pondi : 70 post-labour en arvar

350 a dud o deus manifestet hiziv e straedoù Pondi evit difenn an ospital. Ar greizenn ospital lec'hiet e Kerio e Noal-Pondi a zo bet savet daou vloaz 'zo. D'an termen-se ne oa ket bet rakjedet mat ar budged hag e soñje an ARS, Ajañs Ranvroel ar Yec'hed e vefe bet kresket oberezh an ospital evit kempouez an argant. Met n'eo ket bet kresket an obererezh setu ma zo un toull er c'hef a 3 milion a euroioù. Faotiñ a ra d'an ARS lemel 70 post-labour en holl. Goulenn a ra groñs an implijidi ma chomo ar postoù-se ha ma vo paet an eurioù ouzhpenn graet ganto : kement a 50 000 eurvezh labour. Degemeret eo bet ar sindikalourien hiziv gant Bernard Le Menn, an isprefed met n'eus respontet netra dezho. Laetitia oa e-mesk ar vanifesterien. Emañ deus mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio